Skramm
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Parzh pennañ an unvez gwereañ evit an urzhiataerezh pe ar skinweler (pe c'hoazh evit aveadoù liesseurt arall) eo ar skramm.
Lies rizh a zo :
- Ar skramm korzenn katodek a zo an hini kozhañ. Dont a ra da vezañ diamzeret tamm ha tamm hag erlerc'hiet ouzh ar re "gompez" pe ar re FPD (Flat Panel Display). Skramm CRT (Cathod Ray Tube) e vez graet anezhañ.
- Ar skramm strinkennoù liñvel pe skramm LCD (Liquid Crystal Display) a vo a-nebeudoù (e 2006) an hini ar muiañ arveret kement e-barzh ar skinwelerioù hag an unvezioù gwereañ evit an urzhiataerezh pe evit aveadoù arall (ardivinkoù-benveg lankañ niverel, skrammoù evit ar GPRS ....).
- Ar skramm plasma pe ar skramm PDP (Plasma Display Panel). Arveret e vez peurliesañ evit ar skinwel o vezañ ma c'heller danzen skrammoù a vent bras gant ar galvezouriezh-se. Hogen e koust gwell ger c'hoazh hag ouzhpenn e vevezont kalzig tredan (tost 30 muioc'h eget hini strinkennoù liñvel !).