Pe (lizherenn)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Seitekvet lizherenn meur a abjad semitek eo zayin (genoù), en o zouez al lizherennegoù fenisek aramaek, hebraek (פ) , siriek (ܦ) hag arabek (ﻑ, f).
Dont a ra hec'h anv diwar ar fed ma veze heñvel he stumm orin ouzh hini ur genoù.
Distaget e veze (LFE) [p] er penn-kentañ. En [[hebraeg] e vez distaget [p] gant dagesh (פּ) ha [f] hep dagesh (פ). N'eus [p] ebet en arabeg unvan, ha distaget e vez [f] al lizherenn-mañ.
Diwar stumm al lizherenn fenisek-mañ e oa bet diorroet al lizherennoù gresianek pi Π, latin P ha kirillek П.
Hervez ar sistem niverenniñ hebraek gematria e talvez al lizherenn-mañ da 80.
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |