OE Juzevek
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
|
|||||||
Yezh ofisiel | Hini ebet. Implijet e veze ruseg ha yidicheg | ||||||
Kêr-benn | Birobidjan | ||||||
Gorread -En holl -% dour |
36.000 km² - |
||||||
Poblañs -Hollad -Stankter ar boblañs |
190.915 (2002) 5,3/km² |
||||||
Kadoriad ar gouarnamant | Nikolay Mikhaylovich Volkov | ||||||
Moneiz | Roubl |
An Oblast Emren Juzevek (ruseg: Евре́йская автоно́мная о́бласть, Yevreyskaya avtonomnaya oblast; yidichegייִדישער אױטאָנאָמע געגנט, Yidisher Oytonome Gegnt), a zo un Oblast Emren e reter Republik Kevreadel Rusia, stag ouzh ar vevenn gant Sina].
Birobidjan eo sêz melestradurel an oblast-mañ.
Daosut d'e anv, ec'h eo izel-tre an niver a yuzevion/ezed hag a vev eno, tost da 1,2% nemetken, hag Rused hag Ukrainiz eo an darn vrasañ eus ar boblañs.
Krouet e oa bet er penn-kentañ dindan an anv Takad Broadel Juzevek e 1928 pa oa bet laket e pleustr politikerezh Stalin o tennañ da vroadoù an Unvaniezh Soviedel, o reiñ un takad da bep broad e framm ar stad sokialour.
Fellout a rae d'an Unvaniezh Soviedel sevel un takad ma c'hellfe en em diorren ar sevenadur yuzevek hep mont war hent ar zionegezh hag implijet e veze ar yidicheg evel yezh sevenadurel an takad-se.
Er bloavezhioù 1930 e oa bet treuzfeurmet an Takad Broadel Yuzevek e Oblast Emren ha boulc'het e veze war ar yuzevion/ezed a lec'h all dont d'en em staliañ eno ha seul vuioc'h a yuzevion/ezed en em stalias en OE Yuzevek, seul greñvoc'h e teuas ar seveandur yuzevek da vezañ, gant ur gelaouenn e yidicheg Der Birobidzhaner Shtern (Биробиджанер Штерн / ביראָבידזשאנער שטערן, "Steredenn Birobidjan"), hag ur strollad c'hoariva hag anvet e veze ar straedoù gant anvioù skrivagnerion e yidicheg brudet evel Sholom Aleichem ha Y. L. Peretz.
Met kregiñ a rae an traoù da vont da hesk e-kreiz ar bloavezhioù ha da heul an Eil Brezel Bed e chomjod a-sav da gas war-raok ar bolitikerezh a glaske kas muioc'h mui a yuzevion da dont da vevañ eno, daoust ha ma'ch eas war uhelaat, betek un drederenn eus ar boblañs, an niver a yuzevion/ezed o klask repu en Oblast-se nebeudig goude diwezh ar Brezel.
Klasket e oa bet lakaat diwezh d'ar sevenadur yuzevek a tiwanas eno, dreist-holl ur wezh ma oa bet savet da vat ar Stad Zionour, kavailh ar vedisined hag ar bolitikerezh naetaat diabarzh bet kaset da benn gant Stalin nebeudig a-raok mac'h eas da anaon.
Goude mac'h eas URSS da get, hag ur wezh staliet ur politikerezh ezvroañ kalz aezetoc'h, ec'h eas kuit ac'halese an darn vrasañ eus ar boblañs yuzevek evit en em staliañ en Alamagn pe c'hoazh e Stad Israel.
E 1991 e oa bet lakaet an Oblast Emren Yuzevek dindan beli Krai C'habarovsk e Republik Kevreadel Rusia met aet e oa kuit an darn vrasañ eus ar yuzevion/ezed, ha menel a ra nebeutoc'h evit 2% eus ar boblañ.
[kemmañ] Liammoù diavaez
- (en)
Lec'hienn ofisiel ar gouarnamant
- (en)
An Oblast Emren Yuzevek
- (en)
Birobidjan, Zion ankounac'haet Stalin
(ru)
Birobidjan: Huñvre ur Yuzevlec'h Broadel na deuas ket da wir
Oblastoù Emren an Unvaniezh Soviedel | |
OE Adigeya | OE Tchetchenia (1922-1936) | OE Tchetchenia-Ingouchetia (1944-1957) | OE Tcherkesia (1928-1957) | OE Tchouvachia (1920-1925) | OE Gorno-Altai | OE Gorno-Badac'hchan | OE Ingouchia (1924-1936) | OE Juzevek | OE Kabardin-Balkar (1921-1936) | OE Kalmoukia (1920-1935) | OE Kara-Kirgizia (1924-1926) | OE Karatchay (1926-1936) | OE Karatchay-Tcherkesia (1922-1926, 1957-1991) | OE Karakalpak (1925-1932) | OE C'hakasiya | OE Komi-Zirya (1922-1929) | Ouyezd Kurdistan (1923-1929) | OE Mari (1920-1936) | OE Moldavia (1924) | OE Nagorno-Karabac'h | OE Osetia an Norzh (1924-1936) | OE Osetia ar Su | OE Touva (1944-1961) | OE Oudmourtia (1920-1934) Takadoù Emren Polonek: TEP Dzierzynszczyzna (1932-1935) | TEP Marchlewszczyzna (1926-1935) |