Niver (yezhoniezh)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur renkad yezhoniel eo an niver a denn da hini un anv-gwan hag a c'hell levezoniñ ivez c'hlasoù yezhadur all evel ar verb hag an anv-kadarn.
Peurliesañ e vez graet gant daou niver diazez nemetken: an unander (un dra) hag al liester (meur a dra).
Yezhoù all, ar brezhoneg en o zouez, a ra gant niveroù all:
- daouder: pa'z eus daou dra, d.s 'lagad' -> 'daoulagad';
- trider: pa'z eus tri zra;
- nebeuter: (saoz. 'paucal') pa'z eus nebeut a draoù met muioc'h evit un dra ha nebeutoc'h evit kalz a dra;
- nullder: pa n'eus tra ebet;
- strollder: pa'z eus meur a dra kontet a-stroll, d.s 'gwez' (kv. 'gwezennoù' (liester) ha 'gwezenn' (unander)).
Peurliesañ e vez merket an niver dre morfemennoù yezhadurel ispisial, d.s. '-où' e brezhoneg.
Ar verboù a c'hell bezañ merket hervez niver ar sujet, d.s. 'amañ e komz' (unander) hag 'amañ e komzont' (liester).
Gerioù all a c'hell merkañ an niver ivez evel e saozneg 'this sheep' (unander) ha 'these sheep' (liester).