Mars Reconnaissance Orbiter
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Mars Reconnaissance Orbiter (teskanv : MRO) a zo ur sontenn amerikan savet gant an NASA evit kelc’htreiñ en-dro da Veurzh.
He c’hefridi a zo luc’hskeudenniñ pizh gorre ar blanedenn hag, e-touez traoù all, kavout lec’hioù mat da egorlistri da zouarañ. Klask a ray dour ivez, studiañ perzhioù hec’h atmosfer hag he geologiezh.
Bannet eo bet ar sontenn d’an 12 a viz Gwengolo 2005 ha krog eo da gelc’htreiñ en-dro d’ar Blanedenn Ruz d’an 10 a viz Meurzh 2006.
D’an 23 a viz Meurzh eo bet treuzkaset ar fotoioù kentañ bet tapet ganti eus gorre ar blanedenn.
Padout a ray he c’hefridi daou vloavezh mard a mat pep tra.