Skoazell:Klask gant al lusker enklask
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Dre ziouer e klask lusker enklask Wikipedia pennadoù enno da nebeutañ unan eus an termenoù merket ganeoc'h. Evit klask pennadoù enno an holl c'herioù skrivet ganeoc'h e rankit ouzhpennañ ur + dirak pep ger ; da skouer, evit kaout titouroù diwar-benn ar strollad fentigellerien Monty Python e rankit implijout an ereadur +Monty +Python e-skoaz gant Monty Python ne glasko al lusker nemet ar pennadoù enno Monty ha/pe Python, Setu, notennit mat ne'z a ket en-dro an arc'hwel Klask evel e Google rak Google a sell ouzh an termenoù a skrivit evel ouzh termenoù a rank bezañ klasket a-stroll dre ziouer.
C'hoarvezout a ra e vefe diweredekaet (lazhet) an arc'hwel Klask war Wikipedia e-pad ur frapad amzer bennak evit skañvaat bec'h ar servijer. Ma tichañs deoc'h en em gavout er par-se e c'hallit c'hoazh sevel un enklask war titl ar pennadoù met just en namespaces bet dibabet ganeoc'h en ho penndibaboù (el lec'h m'hoc'h eus krouet ho kont implijer). Evit seveniñ un enklask war an destenn a-bezh e c'hallit implijout ul lusker enklask evel Google.
[kemmañ] Furchal dre Wikipedia gant Google
Mar heuilhit al liammoù a-is e c'hallit implijout lusker enklask Google evit seveniñ un enklask e-barzh Wikipedia — pe e brezhoneg, pe en ur yezh bennak all. Gant Google e c'haller klask en holl namespaces. (Na zisoñjit ket, pa implijit Google, da zibab ar brezhoneg evel yezh an etrefas er penndibaboù yezh ivez).
Div wech ar miz dre vras e vez nevesaet e venegerioù gant Google. Setu m'eo diazezet ar c'hlask lañset ganeoc'h war an danvez a oa e Wikipedia d'ar mare-se hag ivez war an destenn diskwelet gant ho merdeer ha neket war tarzh an destenn evel m'emañ er voestad kemmañ. Fonnusoc'h eo ar c'hlask gant Google eget gant Wikipedia.
Goude bezañ kavet ar pennad klasket ganeoc'h e c'hallit dibab pe sellet ouzh ar stumm nevezañ war Wikipedia pe sellet ouzh ar stumm koshoc'h kinniget deoc'h gant Google.
- Implijit Google evit klask dre Wikipedia (er Wikipedia brezhonek hepken) ;
- Implijit Google evit klask dre Wikipedia (en darn vrasañ eus ar yezhoù).
Mard implijit Google alies evit kas enklaskoù da benn e c'hallit dibab staliañ barrenn ostilhoù Google.
[kemmañ] Klask kemplezh gant Google
An doare klokañ da gas war-raok enklaskoù e Wikipedia gant Google eo ober gant ar bajenn http://www.google.en/advanced_search?hl=en gant sturlevr Google en ho torn ganeoc'h, anat eo... Evel-just, skrivañ br.wikipedia.org el log ret.
[kemmañ] Arc'hwel Klask Wikipedia (diweredekaet a-wechoù)
Un nebeud kuzulioù diwar-benn ar voest enklask a zeu war wel war pep pajenn eus Wikipedia.
[kemmañ] Strishaat an dachenn enklask
Kontrol d'ar pezh a ginnig Google, doare klask dre ziouer Wikipedia a ziskouez en e zisoc'hoù ar pajennoù enno ur ger pe meur a hini e-touez ar re spisaet en atersadenn.
Da skouer, gant lusker enklask e vo kavet meur a bajenn enno ar ger enklask hep ar ger lusker pe hepken lusker hep ar ger enklask ouzhpenn ar pajennoù a glaskit moarvat, enno an daou dermen war un dro.
Evit bevenniñ ar c'hlask d'ar pajennoù enno holl dermenoù an enklask e rankit ouzhpennañ ur + dirak pep ger : +lusker +enklask ne ro nemet ar pajennoù enno an daou dermen, evel ma ra mod dre ziouer Google.
Gallout a rit ivez klask un tamm frazenn en ur lakaat ar gerioù etre krochedoùigoù : "lusker enklask" a gas d'un hollad respontoù strishoc'h, a vo estreget an daou dermen enno met gant an daou dermen spisaet diouzh renk memes tra.
Kuit da vezañ strobet gant gerioù zo e c'hallit argas anezho en ur skrivañ un "-" en deroù : lusker -enklask
[kemmañ] Grit fae war ar gerioù re verr pe a vez kavet betek re er yezh
Mar lakait en hoc'h enklask gerioù re stank (evel an, ar, ha, hag, holl, hag all), e vo kavet respontoù a-vil-vern. Kuit d'en em gavout er par-se ne gemer ket ar c'hlask e kont ar gerioù dindan peder lizherenn. Gallout a rit adlañsañ hoc'h enklask en ur chom hep ober gant ar gerioù-se.
[kemmañ] Pennlizherennoù ha lizherennoù gant tiredoù warno
N'eo ket chalet al lusker enklask gant implij al lizherennoù bihan pe bras; heñveldra evit an tiredoù. Setu ma vo an hevelep disoc'hoù gant an enklaskoù gant urzhiataer, Urzhiataer hag URZHIATAER, Kornôg ha Kornog pe c'hoazh gant Islâm hag islam.
[kemmañ] Gerioù ennoù arouezennoù dibar
Pa vez klasket gerioù enno arouezennoù dibar evel er ger Königsberg, eo disheñvel an disoc'h diouzh m'eo eztaolet an arouezenn ö en diabarzh evel un arouezenn hepken pe diouzh m'eo eztaolet evel un unanenn html, da lavaret eo ö. En degouezh kentañ, gant ur c'hlask a ra gant Konigsberg traken pe Königsberg en em gavot gant un disoc'h. En eil degouezh ne gavot netra. Ur fazi eo hag a zlefe bezañ reizhet a-raok pell. Gwelet ivez Skoazell:Arouezennoù dibar.
[kemmañ] Gerioù enno ur skrab
Ma'z eus, en ur pennad bennak, gerioù enno ur skrab hepken (single quote), n'hallit kavout anezho nemet ma rit ar c'hlask en ur verkañ mat ar ger hag e skrab. N'eo ket dispar seurt degouezhioù neuze e vo gwelloc'h implijout krochedoùigoù er pennadoù pe lakaat ar gerioù-se en italek; evel-se e vo graet tro d'ar gudenn.
Da skouer "Mu'ammar" n'hall bezañ kavet nemet ma vez skrivet evel-se rik er voest Klask, a-hend-all ne vo ket kavet.
Kudennoù a c'hall sevel abalamour d'ar C'h brezhonek ivez. Diouzh mar implijit war ho klavier ar skrab eeun (saoz) pe ar skrab kromm (gall). Dre vras eo furoc'h chom gant ar skrab eeun war hoc'h urzhiataer atav. (Gwelit se en ho penndibaboù skridtreterezh)
[kemmañ] Namespaces klasket dre ziouer
Talvezout a ra ar c'hlask evit an namespacesoù bet spisaet er Penndibaboù. Evit klask e namespacesoù all e rankit spisaat anezho e traoñ ar bajenn zo embannet warni disoc'hoù an enklask. Diouzh ar merdeerioù e c'hallont bezañ diuzet en hevelep doare hag evit ur c'hlask bet sevenet kent met n'int ket mui gweredekaet ! Deoc'h da vezañ sur, gwelloc'h eo diweredekaat anezho ha gweredekaat anezho en-dro (en ur glikañ war al logoù zo evit se).
[kemmañ] Tu zo da leuskel an adkasoù er-maez
Gallout a rit diuz pe chom hep diuz ar bouton "Lakaat e-barzh ar pajennoù adkas" er voest "Klask an esaouennoù" e traoñ ar bajenn zo embannet an disoc'hoù warni.
[kemmañ] Tennañ a ra ar c'hlask da tarzh an destenn
Tennañ a ra ar c'hlask da tarzh an destenn da lavaret eo d'an destenn a zeu war wel er voest kemmañ testenn ha neket d'an destenn a weler pa lenner ur bajenn hepmuiken. Ken gwir all eo an diforc'h-mañ evit al liammoù, al liammoù etreyezhoù, hag an arouezennoù dibar ivez. (ma vez kodet un "ê" evel "ê" e c'hall bezañ kavet en ur glask war ecirc), h.a.
[kemmañ] Dale pa vez hizivaet ar meneger enklask
Evit abegoù galloudegezh ne vo ket atav kemeret e kont diouzhtu ar c'hemmoù re nevez gant an enklask.
C'horavezout a ra, zoken, ez implijfe al lusker enklask ur meneger kozh-echu. Ne bad ket peurliesañ.
[kemmañ] Sinedoù
Krouet ez eus bet gant User:AxelBoldt un nebeud sinedoù evit klask e Wikipedia. Tapout anezho a c'hallit ober amañ (e saozneg).
[kemmañ] Implijout Mozilla evit klask ent emgefre
Gant Mozilla, Netscape 6/7, Beonex Communicator, ha Phoenix ez eus adveziantoù anvet adveziantoù klask (seach plugins) a ro tu da dizhout ul lusker enklask war-eeun dre ar varrenn zo er marz. An adveziant-se a c'hallit pellgargañ war-eeun war ar raktres Mycroft en ur glask "Wikipedia" eno.
Setu aze doareoù da sevel enklaskoù war Wikipedia adal ar merdeerioù diazezet war Mozilla :
1: Klask e Wikipedia adal ur varrenn er marz pe en ur varrenn chomlec'hioù Web : - mont a ra en-dro gant : Mozilla, Netscape 6/7, Beonex Communicator, Mozilla Firebird
E Mozilla, Beonex Communicator, ha Netscape 6 & 7 ez eus ur varrenn er marz a c'haller klask e Wikipedia drezi. Evit se :
Mont war Mycroft ha klask adveziant Wikipedia. Doareoù zo evit meur a yezh; tapit neuze ar yezh a gomzer en-dro deoc'h. M'hoc'h eus c'hoant e c'hallit pellgargañ adveziant Wikipedia e saozneg amañ. 1.13 KB pouez eo ar restr ha ZIPet eo.
Klenkit an adveziant(où) pellgarget ganeoc'h en ho renkell /searchplugins/. Evit ober eus Wikipedia ho lusker enklask dre ziouer (mont a ra en-dro war Mozilla, Beonex Communicator, ha Netscape 6/7. Ne'z a KET en-dro gant Phoenix) : Kit war
Aozañ, Penndibaboù. Displegit gwezennadur ar merdeer ha dibabit choose Internet Search. Dibabit Wikipedia da merdeer enklask dre ziouer. Ur wech dibabet Wikipedia da lusker enklask dre ziouer e c'hallit ren enklaskoù dre ar varrenn gleiz er marz, ar voest Klask pe ar varrenn chomlec'hioù Kenrouedad.
2: Klask e Wikipedia adal logell glask Wikipedia a ya en-dro gant : Mozilla, Netscape 6/7, Beonex Communicator
Gallout a reer ivez klask dre Wikipedia gant ur varrenn gostez diouzh he fenn hec'h-unan. Evit staliañ ar varrenn
Klikit amañ evit ouzhpennañ barrenn gostez Klask Wikipedia.
Ret eo da JavaScript bezañ aotreet da vare ar staliañ (evit se kit e Aozañ, Penndibaboù, displegit ar gwezennadur Araokaet, hag askit boest ar Merdeer dindan ar rann "Enable JavaScript for".)
3: Klask e Wikipedia en ur impliojut ur sined a ya en-dro gant : Mozilla, Netscape 6/7, Beonex Communicator, Mozilla Firebird
Wikipedia a c'haller klask drezañ en ur implijout ur Sined (bookmark) ivez. Evit se, grit evel-henn :
Mont d'ar chomlec'h Web-mañ : http://www.wikipedia.org/w/wiki.phtml?search=%s. Enrollañ al lec'hienn er Sinedoù.
Mont da Sinedoù, merañ ar Sinedoù. Dibabit ar sined nevez krouet ganeoc'h. Pouezit warnañ ha klikit war Perzhioù.
Er prenestr a zeu war wel, lakait ur w (lizherenn vihan) e boest ar ger-alc'hwez. Klikit war Mat eo ha kit er-maez eus boest ar Perzhioù. Bremañ, serrit merer ar sinedoù.
Evit klask, skrivit w SEARCH_QUERY ha klikit war Enankañ (pe war Enter ma ne rit ket c'hoazh gant ar c'hlavier brezhonek).
4: Klask e Wikipedia dre un neveziñ prefs.js - mont a ra en-dro gant : K-Meleon
Ur bouton Klask zo e K-Meleon; implijet e c'hall bezañ evit klask dre Google. E Wikipedia e c'haller klask ivez. Evit cheñch lusker enklask, grit evel-mañ :
Serrit K-Meleon.
Digorit prefs.js gant ur skridtreterezh. Dleout a rafe ar restr bezañ e K-Meleon\Profiloù\PROFILE_NAME\RANDOM_STRING.slt.
Ouzhpennit al linenn-mañ :
user_pref("kmeleon.general.searchEngine", "http://www.wikipedia.org/w/wiki.phtml?search=");
Saveteiñ prefs.js.
Digorit K-Meleon ha pouezit war ar bouton Klask evit klask dre Wikipedia. Evit distreiñ da c'hGoogle pe implijout ul lusker enklask all, diverkit al linenn
user_pref("kmeleon.general.searchEngine", "http://www.wikipedia.org/w/wiki.phtml?search=");
ha grit evel-mañ da c'houde : Bezit sur eo bet serret K-Meleon a-raok aozañ prefs.js.
[kemmañ] Maezienn Klask Wikipedia Kemplezh gant Opera browser.
Implijout a ra Opera 6 ha 7 ur restr testenn a c'haller aozañ; anvet eo search.ini. Arabat aozañ ar restr-mañ m'eo digor Opera. Erlc'hiañ a ra ar skouerioù da-heul unan eus al luskerioù enklask raktermenet. D'an implijer eo d'en em zibab evit na vije ket tabut etre an alc’hwezioù troc'h ((shortcut key (key=)) ha lañser al lizherennoù fonnusaat (& en anv).
[Search Engine 12] Name=&Wikipedia URL=http://www.wikipedia.org/w/wiki.phtml?search=%s Query= Key=w Is post=0 Has endseparator=0 Encoding=utf-8 Search Type=8 Verbtext=17063 Position=6 Nameid=0
Position a verk lec'hiadur ar c'hlask war ar varrenn bersonel, gant 0 da lec'hiadur kentañ ha -1 evit chom hep implijout. Dreist-holl e tleit gourenrollañ (back up) ho restr search.ini personelaet peogwir e vo dreistkrivet warni gant programm staliañ Opera.
[kemmañ] Titouroù all (Liammoù diavaez)
- ostilh aozañ Search.inil
- Penaos aozañ search.ini Opera (erbedet eo kregiñ gant a lenn a-raok aozañ search.ini)
-->
[kemmañ] Klask gant LuMriX
Klask e Wikipedia gant Lumrix, al lusker Gwiad diavaez. A vare da vare ez eus mankoù er c'hlask diabarzh, abalamour d'ar garg labour re vras. Gant klask diavaez nevez lumrix.net a gavit war wiki.lumrix.net/fr/, emañ an diskoulm.
Dre ar c'hlask-mañ e c'hallot klask dre ar Wikipedia brezhonek ha dre Wikipediaoù all.
[kemmañ] Klask gant TomeRaider
Mard implijit diaz titouroù TomeRaider e c'hallit seveniñ enklaskoù ezlinenn pe war tammoù gerioù.