Ginofiliezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ar ginofiliezh (diwar ar gresianeg γυνή gunē, “maouez”+ φιλια philia, “karantez”) a ra dave d'un den, gour pe vaouez, hag a vez sachet ez-karantezel ha/pe ez-reizhel war-du maouezed en o oad.
Bez' ez eus daou abeg pennañ evit implijout an nevezc'herioù-mañ:
1. Dreist-holl evit kaozeal eus tuadur reizhel tud treuzrevel pe etrereizhel hep ober dave d'o revelezh-i. Ur gudenn a sav alies pa implijer an termenoù heñvelrevelezh pe arallrevelezh evit komz eus revelezh tud treuzrevel pe etrereizhel rak ober a a ra dave an termenoù-se d'o rev-i (ha n'eo ket na gourel na benel war-eeun) kement ha da hini an dud ma vezont sachet warne. N'eo ket sklaer, da skouer, hag-eñ e rankfer lâret ez eo lesbianed treuzc'houred hag a vez sachet war-du ar maouezed. Gwelloc'h, ha sklaeroc'h, eo lâret ec'h int ginefilel.
[kemmañ] Gwelet ivez
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Dynes, Wayne Androphilia. Encyclopedia of Homosexuality. Dynes, Wayne R. (ed.), Garland Publishing, 1990. p. 58.
Porched ar revelezh denel – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh. |