Ergativel-absolutivel
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ergativel-absolutivel
Ur yezh a reer ergativel-absolutivel pe ergativel outi a zo anezhi ur yezh hag a verk en he morfologiezh rener ur verb tranzitivel.
Er yezhoù a seurt-se ez eo rener ar frazenn a verv merket hervezh reolennoù morfologiezh ar yezh-se, keit ha ma chom hep merk morfologel ebet pa vez rener ur verb eztranzitivel. Ne vez ket merket ivez renadennoù ar frazenn.
Setu ur swker tennet eus an euskareg:
- Frazenn eztranzitivel:
'Ni gizon naiz' Me'zo un den ('ni': absolutivel)
- Frazenn tranzitivel:
'Nik dut diru' Me am eus arc'hant ('ni': ergativel)
Gant un nebeut yezhoù komzet en Aostralia e vez implijet ur c'has intranzitivel hag ur c'has akuzativel kichen-ha-kichen gant ar c'has ergativel, hep ober gant ar c'has absolutivel.