Angel Parra
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Kaner Chilian bet ganet e 1943 e Valparaiso. Bevañ a raio asamblez gant e familh en Europa e 1960, lec'h ma peurzesko seniñ gitar a-raok ober sonadegoù niverus. Gant e c'hoar Isabel e krouas e Pariz ar c'houplad "Isabel & Angel".
E 1964, distroet e Chile, e kemeras perzh en dilennadegoù en ur sikour Salvator Allende. Isabel hag Angel zo vont da grouiñ "La Peña de los Parra", ul lec'h evit krouiñ ha kejañ evit an Nueva trova. Eno vo kavet tud evel Violeta Parra, Pablo Neruda, Atahualpa Yupanqui, Julio Cortazar, Victor Jara, Nicolas Guillèn, Paco Ibanez, Silvio Rodríguez, Pablo Milanés, Mercedes Sosa… Ur wezh aet ar galloud gant Pinochet e 1973, e voe kaset da doull-bac'h Chabuco staliet e-barzh dezerzh Atacama. Divroiñ a raio e Mec'hiko e 1974 hag e Frañs da heul, lec'h ma gavo repu gant e familh.
E 1988 e voe anvet Ofisour a Urzh an Arzoù hag al Lizhiri gant Jack Lang, ministr ar sevenadur Bro-c'hall d'ar c'houlz-se. E 1989 e tistroas d'e vro genidig evit kanañ er vro a-bezh. Resevet en deus asamblez gant e c'hoar an titl a Figuras fundamentales de la mùsica chilena e 2004. Bevañ a ra c'hoazh e Frañs.
Enrollet en deus ouzhpenn 70 pladenn.